Yezh kalvezadel

Banniel Conlang, arouez ar yezhoù kalvezhadel : Tour Babel ouzh an Heol o sevel.

Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saozneg : constructed language, conlang) zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud, da lavaret eo ez eo ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel a zo bet diorroet a-hed an amzer gant an dud.

Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh zo bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat zo bet krouet evit meur a bal all, da skouer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re J. R. R. Tolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez, evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojbaneg, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (da skouer : an awolang, bet krouet gant Daniel Carrasco "evit an dudi"[1]) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (da skouer : ar cinpzy[2]).

A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvekaet (planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel, evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken « naturel » hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lavaret eo yezhoù lakaet da neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.

  1. (en) Language link
  2. (en) LangMaker

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search